Pedenn evit Breizh hag an tiegezhioù

Le 15 août 2012, Monseigneur André Vingt-Trois, archevêque de Paris, a proposé de prier pour la famille et pour la France. Ar Gedour propose  donc que les Bretons, qui sont évidemment concernés par les sujets évoqués dans cette prière, puissent aussi prier avec la variation bretonne de la prière proposée. Elle est toujours d’actualité. Vous pouvez la diffuser autour de vous sans compter, en citant simplement la source : “AR GEDOUR  / Emglev An Tiegezhioù”. Trugarez deoc’h !

_____________________

Pedomp :
Hiziv evit gouel an Itron Varia, pedomp ar Werc’hez evit hor bro Vreizh.

1- Er mare-mañ, gant an enkadenn armerzhel eo diaes-mat ar vuhez evit kalz a dud o deus aon evit ar bloavezhioù da zont.
2- Pedomp evit an dud dilennet, ma raint war-dro ar pobloù gant furnez ha karantez, ha goulennomp evidomp digant Doue nerzh da vont aesoc’h da skoazellañ hon nesañ.
3 – Pedomp evit an tiegezhioù ma kavint digerse digant ar gevredigezh ar skoazell a c’hortozont. A-hed e vuhez, ra gavo pep hini souten, fealded, ha tenerded, dreist holl er mareoù diaes. Evit promesa ar priedoù a zo ur sin a fealded hag a garantez, ma vo gwarezet gant al lezennoù.
4 – Evit ar re-yaouank: Ma heuilhint hent ur wir furnez ha joa, gant sikour ha nerzh karantez o c’herent.

Aotrou Doue Tad Santel, fiziout a reomp ennoc’h amzer da zont hor bro, dre hanterouriezh ar Werc’hez Vari hag hini Santez Anna, he mamm hag hor patromez, roit deomp kalon da sklerijennañ hon hent evit ur vuhez karget a garantez a drugarez da tiegezhioù sonn ha feal. Dre Jezuz-Krist, ho Mab hag hor Salver.

Amen

Itron Varia Vreizh,
Pedit evidomp,
Itron-Varia… (‘r Folgoad, Rumengol, Gernaskledenn, Gelven, Wir-Sikour, Gerien…) /pedit evidomp
Santez Anna, /pedit evidomp,
Hol sent ha santezed Breizh, /pedit evidomp,
Doue hollc’halloudek d’hor bennigañ ha d’hon diwall, an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel,

 

 

(Trugarez vraz da Gwenegan ha Gwendolenn evit an troidigezh, ha da Emglev an Tiegezhioù).

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *