En em rejouisit get Jeruzalem ha bezit laouen a-gaoz dezhi, c’hwi holl he c’har; bezit leun a joa a-gaoz dezhi, c’hwi holl ho peus douget begin dezhi. C’hwi a vo maget geti betek bout ho kwalc’h doc’h he c’halon, mammenn a gonfortañs, ha plijadur ho po é torriñ ho sec’hed get he gloar hep somm.
Rak ‘vel mañ e komz an Aotrou : Setu e yan da gas dezhi ar peoc’h ‘vel ur stêr vras, ha pinvidigezh ar broadoù ‘vel ur froud-dour dic’hlannet. Ha chwi a vo ‘vel ar vugaligoù douget àr vrec’h o mamm ha flouret geti àr he barlenn; ‘vel ur c’hrouadur koñsolet get e vamm, me ho koñsolo, ha koñsolet e vehet e Jeruzalem.
C’hwi a welo kement-se hag ho kalon a vo laouenaet, en hoc’h eskern e savo buhez nevez ‘vel ar geot fresk, hag an Aotrou Doue a ziskouezo nerzh e zorn d’e serviterion.
D/ Youc’hit da Zoue, douar a-bezh !
Youc’hit da Zoue, douar a-bezh !
Youc’hit da Zoue, tud an douar a-bezh,
kanit da c’hloar e anv, rentit dezhañ splannder ar melasion.
Lârit da Zoue : «Pegen estlammus hoc’h oberoù !
Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, d’hoc’h adoriñ,
ra ganint ac’hanoc’h, ra ganint hoc’h anv.»
Dait ha sellit doc’h oberoù Doue :
Graet en deus burzhudoù e-keñver maboù an dud.
Kemmet en deus ar mor e douar kalet,
treuzet hon eus ar wazh hep glebiñ hon treid;
lakaomp enta hol levenez ennañ.
Ren a ra àr bep tra en e c’halloud peurbad.
Dait ha selaouit, hag e kontin deoc’h holl hag a zouj Doue,
an holl gement en deus graet evit ma ene.
Melasion da Zoue, rak n’en deus ket argaset ma fedenn,
n’en deus ket nac’het e vadelezh doc’hon.
Mam Breuder, evidon-me, Doue da viret e klaskahen tenniñ gloar ag un dra bennak, nemet a Groaz hon Aotrou Jezuz-Krist e vehe, rak drezañ ar bed a zo bet staget doc’h ar Groaz evidomp, ha me evit ar bed. Rak an amdroc’h n’eo netra,
nag an diamdroc’h; ar pezh a gont eo bout ur c’hrouadur nevez. Ha da gement hini a heulio ar reolenn-se, peoc’h ha trugarez, hag ivez da Israel Doue. Bremañ erbat da zen ober diaezamantoù din ken, rak a-walc’h eo din dougen em c’horf merchoù Jezuz. Breuder, gras hon Aotrou Jezuz Krist da vout get ho spered. Amen.
En amzer-hont, an Aotrou a zibabas daouzek ha tri-ugent ag e zisipled, ha eñ o c’hasas en e raok daou ha daou da gement kêr ha lec’h ma oa dleet dezhañ monet eñ-mem, hag e lâras dezhe : «Bout eh eus paot a vlezad, met bihan a labourizion. Pedit enta mestr ar blezad da gas tud d’er mediñ. Kerzhit ! Setu ma ho kasan evel oaned e-mesk ur vandenn bleidi. Na gasit geneoc’h na yalc’h, na sac’h, na botoù; na saludit den ebet àr an hent. E kement ti ma yahet, lârit da gentañ : «Peoc’h d’an ti-mañ !» Ha mar bez eno un den a beoc’h, ho peoc’h a ziskenno àrnañ; mar ne vez ket e tistroay deoc’h en-dro. Chomit en hevelep ti; debrit hag evit ar pezh a vo; rak an hini a labour a c’hounit e voued. Ne vehet ket é vonet a di da di. E kement kêr ma yahet, mar bez graet degemer mat deoc’h, debrit ar pezh a vo kenniget deoc’h; gwellait d’ar re klañv a vo er gêr-se, ha lârit d’an dud : «Tost doc’h emañ rouantelezh an Aotrou Doue.»