En achumant a zeizioù ar Pantekost e oa an holl Disipled an eil get egile en ur mem lec’h, ha setu en un taol daet ag an neañv un trouz hañval doc’h ur barr-avel kreñv hag a laka da zassoniñ razh an ti ma oant ennañ. Hag int a wel a bep tu ‘vel teodoù tan, hag unan é paouez àr bep unan anezhe. Ha setu int, leun get ar Spered Santel, doc’h en em lakaat da gomz pep lavar ‘vel ma o douge ar Spered Santel d’en ober. Bout e oa neuze e Jeruzalem Yuzevion, tud a zoujañs Doue, daet d’eno a gement bro a zo dindan an heol. É klevet trouz an avel en doa c’hwezhet, int a za a vostad en-dro d’an ti, hag int a chom bamet a pa glevont an apostoled é komz lavar pep unan anezhe. Holl e oant ‘vel bezuiet, hag en o souezh int a lâre an eil d’egile : «Razh an dud-se a zo é komz doc’homp, ha ned int ket-int Galileiz ? Penaos enta en o c’hlevomp-ni é komz lavar pep unan ac’hanomp ? Parted, Meded hag Elamiz, tud é chom e Mesopotamia, Youdea ha Kapadokia, Pontoz hag Azia, Frigia ha Pamfilia, Ejipt hag al lodenn-se a Libia tost da Girene, Romaned é tremen dre amañ, Yuzevion ha proselited, Kretiz hag Arabed, klevet a reomp anezhe é tiskleriiñ en hor parlandoù oberoù meur an Aotrou Doue.»
Psalm 103 : Aotrou Doue, kasit ho Spered ma vo nevesaet dremm an douar !
O, ma eneañv, bennigit an Aotrou.
Na bras oc’h-c’hwi, Aotrou Doue !
Na pegen niverus hoc’h oberoù, Aotrou !
Leun eo an douar get kement tra ho peus kroueet.
Pa dennit o anal a-zegete e varvont
hag e tistroont da boultrenn.
Met degasit ho Spered en-dro hag e vo kroueet ar bed arre.
ha nevesaet dremm an douar.
Gloar an Aotrou, ra bado da viken;
levenez d’an Aotrou get e holl oberoù.
ra blijo dezhañ komzoù ma c’hanenn,
rak ma joa-me eo an Aotrou.
Ma breuder, Ar re a vev hervez ar c’horf n’hellont ket plijout da Zoue. C’hwi avat ne vevit ket hervez ar c’horf, met hervez ar spered peogwir emañ spered Doue é chom ennoc’h. An nep n’en deus ket Spered ar C’hrist, hennezh n’eo ket dezhañ. Met mad eo ar C’hrist ennoc’h, hag e vehe ho korf sujet d’ar marv abalamour d’ar pec’hed, ho spered en deus buhez abalamour d’ar justis. Ha ma chom ennoc’h Spered an Hini en deus dihunet Jezuz a-vesk ar re varv, neuze, ar mem Hini en deus dihunet Jezuz Krist a vesk ar re varv a roay ivez, dre ar Spered a zo é chom ennoc’h, buhez d’ho korfoù marvel. Evel-se enta, breuder, eh omp dleourion met n’eo ket e keñver ar c’horf evit beviñ hervez ar c’horf. Rak, ma vevit hervez ar c’horf, ho po ar marv; met ma lakit oberoù ar c’horv da vervel ennoc’h get ar Spered, ho po ar vuhez. E gwirionez, holl ar re a zo lusket get Spered Doue a zo bugale da Zoue. N’ho peus ket resevet ur spered a rahe deoc’h kreniñ get eun, ‘vel sklaved, met ar Spered en deus graet ac’hanoc’h bugale da Zoue hag a ra deoc’h lâret dezhañ : Abba ! Tad ! 2 Ar Spered Santel eñ-mem a roa testoni d’hor spered-ni eh omp bugale da Zoue. Ha mard omp bugale eh omp ivez heriterion; heriterion Doue, ken-heriterion get ar C’hrist, peogwir e c’houzanvomp poan getañ da vout gloar ivez a-unan getañ.
En amzer-hont, Jezuz a lâre d’e Zisipled : «Mar ma c’harit e virahet man gourc’hemennoù. Ha me a bedo an Tad, ha eñ a roay deoc’h ur C’honfortour arall hag a chomo geneoc’h da viken. Piv bennak ma c’har a c’houarno ma c’homzoù, ha ma Zad er c’haro, ha ni a zay devatañ, ha ni a chomo getañ. An hini n’en deus ket karantez doc’hon ne c’houarn ket ma c’homzoù. Hag ar c’homzoù ho peus klevet genin n’int ket ma c’homzoù-me, met komzoù an Tad en deus man daveet. Lâret em eus an traoù-se deoc’h e-pad ma oan geneoc’h. Met ar C’honfortour, ar Spered Santel, hag a vo daveet deoc’h a-berzh ma Zad, e ma anv, hennezh a zesko deoc’h pep tra hag a zegaso soñj deoc’h a holl ar pezh am eus lâret deoc’h.