Prière à la Sainte Famille / Pedenn d’an Tiegezh Santel
Description de ce cantique breton
Le site AR GEDOUR propose en breton la prière que le Pape François avait proposé en 2013, le texte français étant disponible via le bouton « paroles » ci-contre.
Jezus, Mari ha Jojeb,
Tiegezh santel a Nazaret,
hiziv e troomp hon selloù ouzoc’h
bamet ha fizius.
Ennoc’h e chomomp par da sellet
pegen kaer eo bezañ unanet gant ur garantez gwir.
Deoc’h e erbedomp hon holl familhoù,
evit ma vo nevezaet enne
burzhudoù ar C’hras.
Tiegezh Santel a Nazaret,
skol dudius an Aviel sant,
deskit deomp dezrevell da vertuzioù
gant ur spered fur ha reizh,
roit deomp ur sell sklaer
a anavezo oberioù ar Providañs
e traoù ar pemdez.
Tiegezh Santel a Nazaret,
A warez fidel war mister ar Salud :
Lakait ac’hanomp da istim an didrouz,
Lakait ar bedenn e-kreiz buhez hon familhoù
Evit ma vo anezho seurtoù ilizoù bihan.
Nevezait enno c’hoant ar santelezh.
Sikourit ac’hanomp pa’z omp skuizh o labourat, o sevel ar vugale, o selaou hag o pardoniñ.
Tiegezh Santel a Nazaret,
Lakait an dud da gaout soñj
eo sakr ar familh, a zo ur mad prizius ha dibar.
Ra vo pep familh,
peoc’h ha madelezh enni,
ul lec’h prest da zegemer
ar vugale hag ar re gozh,
ar re c’hlañv,
pep hini a zo e-unanig,
Hag ar re baour ivez.
Jezus, Mari ha Jojeb,
Gant fiziañs a bedomp ac’hanoc’h,
Gant joa en em fiziomp ennoc’h.